Manifestadeg evit an hin: d'ar 14 a viz Du 'oa bet manifestet 'ba Brest
Manifestiñ ‘vit ma ‘vo soursiet eus an hin ‘oa graet ‘ba Brest ! Disadorn eo war dro 200 a dud ‘oa bodet ‘ba plasenn ar Gapusined diwar galv Greenpeace, Stroll Kiwi pe c’hoazh Cancer Colère. War blas ‘oa an Ekolojisted hag an AFPS Association France Palestine Solidarité ivez . Goulc’hen Tomin ‘noa kemeret perzh ‘bar vodadeg e anv an Ekolojisted hag an AFPS. Hag evel an holl re ‘oa war blas ‘noa c’hoant klask lakaat kudenn an hin war wel. Du eo an dazont an hin hag evitañ ‘vez techet an nen da disoñjal efedoù drastus an hin un tamm re vuon. Emañ gant Erwan Blanchard.