en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

War zisteraat ez a an niver a vanifesterien.ezed met mennet e chomont

War zisteraat ez a an niver a vanifesterien.ezed met mennet e chomont

War vihanaat ez a al luskad sokial e Breizh. E Kemper e oa bet tro 400 den hepken er straedoù ar mintin-mañ. Galvet o doa ar sindikadoù, al liseidi hag ar studierien d'ober harz-labour ha da vanifestiñ hiziv c'hoazh. Goulenn a reont atav kreskoù gopr evit ar fonksionerien, araokadenn war koust ar vuhez ha kondisionoù studi gwelloc'h. Met war skuishat ez ar re yaouank, hag an devezh blokus diwezhañ e oa hiziv sur a walc'h e lise publik Brizeux e Kemper, evel ma tispleg div liseadez, Alice ha Lylie. Met distroomp da gentañ war o stourm.


Liseadezed Brizeux a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. N'eus bet tamm bec'h ebet er vanifestadeg e Kemper hiziv etre ar polis hag an engroez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio