en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Du 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Brezhoweb Komedi Klub nevez

Abadennoù stand-up a vez gwelet ur bern e galleg, saozneg, spagnoleg ha me oar-me, met kalz nebeutoc'h a zo e yezhoù-rannvro. An dra-se zo kaoz e oa bet krouet ar Brezhoweb Komedi Club, ar c'hentañ stand-up e brezhoneg. Bloaz 'zo bremañ e oa deuet e-maez an abadenn gentañ hag un eil abadenn a oa bet filmet ar sizhun baseet e studio Brezhoweb en Alre. Seizh den a oa bet war al leurenn etre tout, paotred ha merc'hed a-bep seurt oad, o kontañ traoù fentus e brezhoneg tout. Selaouomp Dewi Siberil, bet o prezañtiñ an div abadenn.

Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard

Pa c'hwezh avel hon lennegezh 2 gant Herve Bihan

Etre miz Here ha miz Kerdu emaomp e Kreiz mare al levrioù : gant saloñs Karaez e fin miz Here, saloñs Gwenrann an dibenn-sizhun tremenet ha Nedeleg a zeu a-benn un tamm ouzhpenn ur miz bremañ. Kendalc’homp neuze da welet peseurt levrioù zo bet embannet ha petra eo oberennoù lennegel pennañ ar bloaz-mañ. E-mesk al levrioù nevez embannet o deus graet trouz ez eus eil levrenn Pa c’hwezh avel hon lennegezh gant Herve Bihan. Ar c’helenner emerit e skol-veur Roazhon 2 zo brudet evit bezañ e-mesk arbennigourien pennañ deus hor yezh, istor hor yezh hag hon lennegezh, kinnig a ra gant Pa c’hwezh avel hon lennegezh un dibab pennadoù skrid ha kronikennoù diwar-benn Gwalarn, ar gelaouenn hag al luskad lennegel neus savet hon lennegezh a-vremañ.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier :

  • Soudarded an arme c'hall en Ukraina

  • Harz labour ar 17 a viz Du

  • Darn vrasañ gloazadennoù ar boliserien e-pad al luskad sokial-mañ a zo dister hervez enklask nevez Mediapart

  • Festival Yaouank e Bro-Roazhon

  • Krogad etre Euskal Seleksioa (Skipailh Broadel Bro-Euskal) ha Skipailh Venezuela

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio