Donemat, arload nevez Kerlenn Sten Kidna evit deskiñ brezhoneg bro An Alre
Kerlenn Sten Kidna a zo ur gevredigezh en Alre a zo he fal gwarn glad ar vro ha surtout ar yezh.
Evit en ober o deus tud ar gevredigezh savet un arload, da laret eo un appli nevez evit deskiñ brezhoneg. Donemat a vez graet anezhon.
Antoine Jaury ezel a guzul-merañ ar gerlenn ha deskard àr ar brezhoneg a zo ivez ijinour a vicher. Labouret en deus a volonte vat evit dioren an arload. Padrig Drean a zo prezidant ar Gerlenn ha Rémi Pierre ag ar gevredigezh Ar Sklerijenn a oa daet da destiñ an ostilh nevez. Tout an dud-se a oa doc’h mikro Aodren Trehin disadorn da vare ar prantad kinnig an arload. Un tregontad a dud a oa daet da zijoloiñ an ostilh nevez.
Mat da ouiet : Open source eo an arload, da laret eo frank a wirioù. Ar pezh a dalv e c’hellehe bout implijet evit deskiñ yezhoù pe rannyezhoù arall eget ar brezhoneg gwenedeg. Unan bennak a zo dija dedenet evit brezhoneg mod Groe ! Mard oc’h interset ivez, kerzhit e darempred get Kerlenn Sten Kidna.