en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'al Lun 9 a viz Du 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Daoust hag-eñ e vo nullet friko ar c'hanol gall ?

Seul taol ma vez raktreset ur friko get ar C’hanon français e sava reuz ! Rebechet e vez dezhe bout ag dehoù pellañ ha finanset get Pierre-Edouard Stérin, ur miliardaer a faota dezhon lakaat ar strolladoù get ar mennozhioù politikel-se d’ar galloud. Da gentañ e oa sañset bout graet ar pred e Kemper, met difennet eo bet get prezidantez an tolpad-kêrioù, Isabelle Assih ag ar PS. Divizet o deus neuze aozerion ar chervad (ar friko) monet da Wened ar 5 a viz Kerzu. Met n’eo ket a du lod e Gwened naket e vehe degemeret ar friko bras. Ur galv da vanifestiñ a enep d’ar C’hanon français a zo bet savet get ar Gwened Antifa Crew. Selaoump JB a zo perzh eus ar stroll.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Donemat : an arload nevez evit deskiñ Brezhoneg Gwened

Kerlenn Sten Kidna a zo ur gevredigezh en Alre a zo he fal gwarn glad ar vro ha surtout ar yezh. Evit en ober o deus tud ar gevredigezh savet un arload, da laret eo un appli nevez evit deskiñ brezhoneg. Donemat a vez graet anezhon. Antoine Jaury ezel a guzul-merañ ar gerlenn ha deskard àr ar brezhoneg a zo ivez ijinour a vicher. Labouret en deus a volonte vat evit dioren an arload. Padrig Drean a zo prezidant ar Gerlenn ha Remi Pierre ag ar gevredigezh Ar Sklerijenn a oa daet da destiñ an ostilh nevez. Tout an dud-se a oa doc’h mikro Aodren Trehin disadorn da vare ar prantad kinnig an arload.



Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Krog eo ar C'hop 31 e Antalya

  • Ur gwalldaol spontour zo bet e Krakovia disadorn

  • Manifestadegoù ar 7 a viz Du

  • Pratikoù taget gant ar boliserien e Naoned

  • Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio