en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Troet eo an Oded da drenk

Troet eo an Oded da drenk

Ur gwallreuz naturel dreist-ordinal zo bet er stêr Oded, dek devezh zo. Ur barrad trenkder, ur saotradur « naturel », en deus diskaret tout ar pesked ha peurrest al loened er stêr war 130 kilometr. Biskoazh c'hoazh ne oa c'hoarvezet seurt saotradur trenk. Muioc'h a zisplegadennoù gant Uisant Crequer, kuzulier e kumuniezh kumunioù Kemper Breizh Izel en karg deus rakwelet ar riskloù e liamm gant an hin.


Uisant Crequer a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Dre chañs n'eus bet efed ebet ar saotradur-se war an dour mat da evañ. Met siwazh e c'hellfe c'hoarvezout en dro er bloavezhioù o tont, 'blam da cheñchamant an hin. Unan deus an diskoulmoù meneget gant an dilennad a vefe sevel pe kavout ul lec'h nevez da virout an dour e-pad ar goañv evit ma vefe skuilhet er stêr en hañv hag e kendalc'hfe an dour da redek en hañv.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio