en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz Du 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Mont da studiañ e Bro-Iwerzhon gant Erasmus

Mont da studiañ d’an estrenvro zo ur pal zo maget gant ur bouchad tud yaouank. A-drugarez da Erasmus ‘c’hall studierien eus Unvaniezh Europa ha pelloc’h zoken bevañ ur bloavezh skol-veur pe nebeutoc’h ‘ba unan eus skolioù meur a gaver enni. E 1987 ‘oa bet lakaet e plas ar programm eskemm etre ar skolioù-meur gant Kumuniezh Ekonomikel Europa. Hag abaoe e ra Erasmus berzh. Muioc’h ‘vit 60 000 studier-ez ‘oa bet kaset dre Europa e 2024 da skouer. Evit ar bloavezh skol-veur mañ ‘noa lakaet Anna Blanchard hec’h anv ‘bar programm. O studiañ emañ ar saozneg gant Skol-veur Roazhon 2. Divizet ‘noa e fin ar bloavezh skol-veur diwezhañ emstrivañ evit kaout ur plas ‘ba Skol-Veur Galway ‘ba Bro-Iwerzhon…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Mare al levrioù : Gouelec'h an dartared gant Dino Buzzati a zo bet troet e brezhoneg

Aï omp ba kreiz mare al levrioù ba Breizh, setu e rimp un tamm tro ba bed al levrioù nevez embannet. Ouzhpenn d’al levrioù skrivet e brezhoneg e vez troidigezhioù a vez embannet bep bloaz gant skoazell Kuzul Rannvro Breizh ha Programm treiñ an Ofis. Ar bloaz-mañ eo ur bennoberenn a zo bet lakaet e brezhoneg : Gouelec’h an dartared gant ar skrivagner italian Dino Buzzati. Istor en ofiser Yaouank anvet Giovanni Drogo a zo kaset d’e bost kentañ, ur c’heñvlec’h distro war harzoù ar gouelec’h o c’hortoz e enebourien, an dartared. Selaouomp diouzhtu Aline Gloeneg he deus troet al levr diwar an italianeg, displegañ a ra deomp perak he deus dibabet treiñ al levr-mañ ...

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Dilennadegoù Midterms e Stadoù Unanet

  • Tagadenn amerikan en Iran

  • Stourm al liseidi

  • Hent ar Rhum

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio