en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Mont da Vro-Iwerzhon da studiañ gant Erasmus!

Mont da Vro-Iwerzhon da studiañ gant Erasmus!

Mont da studiañ d’an estrenvro zo ur pal zo maget gant ur bouchad tud yaouank. A-drugarez da Erasmus ‘c’hall studierien eus Unvaniezh Europa ha pelloc’h zoken bevañ ur bloavezh skol-veur pe nebeutoc’h ‘ba unan eus skolioù meur a gaver enni. E 1987 ‘oa bet lakaet e plas ar programm eskemm etre ar skolioù-meur gant Kumuniezh Ekonomikel Europa. Hag abaoe e ra Erasmus berzh. Muioc’h ‘vit 60 000 studier-ez ‘oa bet kaset dre Europa e 2024 da skouer. Evit ar bloavezh skol-veur mañ ‘noa lakaet Anna Blanchard hec’h anv ‘bar programm. O studiañ emañ ar saozneg gant Skol-veur Roazhon 2. Divizet ‘noa e fin ar bloavezh skol-veur diwezhañ emstrivañ evit kaout ur plas ‘ba Skol-Veur Galway ‘ba Bro-Iwerzhon…

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio