en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Nijet eo kuit toenn skolaj Diwan Gwiseni!

Nijet eo kuit toenn skolaj Diwan Gwiseni!

Beket 160 kilometr d’an eur ‘neunt c’hwezhet avelioù ar gorventenn Austin e kerzh an noz. ‘Ba Beg ar raz eo bet muzuliet an tizh se ‘ba Breizh. Hend all zo bet muzuliet avelioù ‘neunt redet beket 100 ha 110 kilometr d’an eur pe c’hoazh 144 km d’an eur ‘ba Brignogan zo war aod Bro-Leon… Kjust e kichen emañ Gwiseni ma zo ur skolaj Diwan… Nijet kuit eo toenn ar skolaj evit beure. Didoenn penn da benn eo ar skolaj ‘oa bet skoet e 2023 dija da boent ar gorventenn Ciaran. War e seblant ‘vefe muioc’h a distruj an taol mañ evit tri bloaz zo. Ffran May, kelennerzh war ar saozneg anezhi ‘ba skolaj Gwiseni, ‘oa bet war blas evit beure evit klask saveteiñ an dafar informatek ‘zo ‘ba skolaj. Ha klev ‘rit zo un tamm fulor ‘ba he c’homzioù… Selaouomp ‘nezhi diouzhtu. Emañ gant Erwan Blanchard.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio