en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha mediator 218 : Ar rock, Columbine hag al lazhadegoù er skolioù 1

Larsen ha mediator 218 : Ar rock, Columbine hag al lazhadegoù er skolioù 1

Pell zo ‘m boa bet ar soñj da skrivañ un abadenn diwar-benn al lazhadegoù er skolioù, evit bezañ resis ‘m boa soñjet en dodenn-se p’am boa prientet an abadenn o tennañ d’ar rock karitezel er bloavezhioù 80 rak Bob Geldof, an hini en doa aozet sonadeg Band Aid, en doa skrivet ur ganaouenn hag a voe hit brasañ The Boomtown Rats, « I Don’t Like Mondays », a-zivout ur school shooting. Anaout a raen un nebeud kanaouennoù all a selaouimp ivez met o tonaat ar sujed on bet souezhet gant an niver bras a ganaouennoù o tennañ d’al lazhadegoù er skolioù. Lod a gavo souezhus choaz ober un abadenn diwar-benn un tem ken teñval met ur melezour eo ivez ar rock eus hor c’hevredigezh. Lod all a soñjo marteze e vo trist an abadenn met gwelout a reoc’h, lirzhin eo lod eus ar c’hanaouennoù.


Playlist :


- Fruit Bats : Meridian (foñs son)

- Elton John : Ticking

- The Boomtown Rats : I Don’t Like Mondays

- Julie Brown : The Homecoming Queen ‘s Got a Gun.

- Mogwai : If You Find This World bad, You should See some of the Others (foñs son)

- Pearl Jam : Rival

- Flyleaf : Cassie

- Foster the People : Pumped Up Kids


Levrlennadur :


- « Soundtrack of the School Shootings: Cultural Script, Music and Male Rage » - Tomi Kiilakoski ha Atte Oksanen - © 2011 SAGE Publications and YOUNG Editorial Group

- « After Columbine, martyrdom became a powerful fantasy for Christian teenagers » - Allsaa Wilkinson – Vox 17/04/2019

- School Shootings – Bradyunited.org

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio