en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Du 2026

Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Du 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Enebiezh a zo e Sizun d'ar raktres sevel tourioù avel

Pevar tour-avel a vefe savet eno gant an embregerezh Valorem, ha kinniget 'zo bet sevel pevar all c'hoazh war gumun Lokmelar. Ur gevredigezh, Non aux éoliennes à Sizun he anv, a zo bet krouet evit mont a-enep d'ar raktres-mañ. Ur vanifestadeg a oa bet dalc'het d'ar 25 a viz-Here er Roc'h Tredudon, da zigas keloù d'an dud diwar-benn ar raktresoù-se, kar evit ar mare n'eus ket bet goulennet o ali gant an dud. Selaouomp Gwenegan Kaer, a zo o chom e Sizun, nebell eus al lec'h m'eo sañset Valorem sevel an tourioù.

Eon Avel, arz breizhad a-vremañ

Saloñs Micherioù an Arz a oa dalc'het e-pad an dibenn sizhun e Lannuon. Hanterkant arzour hag arzourez breizhad a oa bodet eno e sal an Ursulizened. En o zouez e oa an daouad Eon Avel, daou baotr yaouank deus Bro-Kemper, bet o tiskouez o labour d'an dud. Engravadurioù ha taolennoù a oa deuet ganto dreist-holl, awenet gant gizioù kozh Breizh. Selaouomp Breuuenn.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Devezh diwezhañ an harz-tennañ etre Ukren ha Rusia e oa dec'h

- Iliana Iotova a chomo e penn Bulgaria

- Daoust hag e tistroio al liseadezed ha liseidi d'ar salioù klas hiziv ?

- Kantadoù a viliadoù a dud o doa manifestet e Frañs disadorn c'hoazh

- Sportoù

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio