26 maer 'ba Penn-ar-Bed a sav a-enep ar mod eo kaset ar cheñchamant lusk skol
'Ba Penn-ar-Bed 'zo 26 maer, kentoc'h eus an tu kleiz (sic!) 'neunt embannet ul lizher 'vit displegañ o soñj diwar-benn ar cheñchamant lusk skol. Muioc'h 'vit ar fed ingalañ an amzer skol dindan pevar devezh hanter eo ar mod eo bet lañset an adkempenn a lak 'nezho diaes& hag an arc'hant ivez. Selaouomp unan eus ar vaered 'neunt sinet al lizher: Joel Marc'hadour, maer Plouzeniel. Gant Erwan Blanchard.