Disalliñ an dour-mor ?
Gant ar sec'hor a zo bet ar bloaz-mañ dre ar bed e vez lod broioù bremañ o klask an tu da broduiñ muioc'h a zour. Met penaos ober ? En Israël, e Bro-China pe er Stadoù Unanet e vez savet uzinoù bras da zisallañ an dour-mor. E Breizh ez eus bet savet div stasion e-giz-se dija, an hini gentañ en Enez Sun hag eben e Groe ar bloaz paseet. Met disklêriet e vez ar mod-se d'ober gant ar strolladoù ekologour. Bet eo Benjamin Bouard o c'houlenn e ali gant Jean-Yves Le Corre, prezidant sindikad an dour Goas Koll – Traoù Long e Bro-Dreger. Eno n'eus ket faziet dour e-pad an hañv, met soñj emañ ar sindikat digoriñ en-dro puñsioù don bet dilosket pell 'zo, evit gallout kas dour d'an takadoù all, bet lakaet diaes gant ar sec'hor. Met evitañ, ar pep gwellañ zo d'ober eo espernañ an dour digentañ. E Bro-Lannuon lakaomp 'zo bet krouet ur program da gourachiñ an dud da implijañ a zour, « Mollo sur l'Eau » e anv.