en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Priz Langleiz 2026 : Joel Donarzh a zo bet priziet gant ar juri

Priz Langleiz 2026 : Joel Donarzh a zo bet priziet gant ar juri

An dibenn sizhun-mañ e oa bet dalc’het Gouel al levrioù e Breizh, ba saloñs Karaez e oa bodet embannerien pennañ ar vro a ginnige o levrioù nevez. Roet zo bet ivez meur a briz, Priz Kêr Karaez pe priz al levr Istor met ar priz a oa gortozet ar muiañ e oa Priz Langleiz, ar priz pennañ ha brudetañ war al lennegezh vrezhonek. Ar bloaz-mañ e oa bet roet da Joel Donarzh evit e oberennoù skrivet hag e troidigezhioù. Evel-se eo brudet Joel Donarzh evit an danevelloù a vez skrivet gantañ, daou dastumad danevelloù neus embannet an Amzer Grenn e 2024 hag Alez-Kenwerzh ar bloaz-mañ. Brudet eo ivez evit lakaat Yann Vrezhoneger pe Katell Brezhonegerez da zizoleiñ al lennegezh Okitanek. Meur a levr en deus troet e brezhoneg diwar an Okitaneg, Arbalastrer Miramont gant Robert Marti a zo an hini diwezhañ. Selaouomp diouzhtu Joel Donarzh a oa laouen da resevout ar priz Langleiz 2026 ...

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio