Geriadur nevez Aerlin : Ar geriaoueg teiryezhek benelour hag LGDTE+
E Saloñs Karaez e oa bet diskoachet meur a levr nevez embannet evit ar festival a vod embannerien pennañ ar vro. E-mesk ar re o deus graet berzh eo ar geriaoueg teiryezhek benelour hag LGDTE+, ur geriadur a zo frouezh labour 5 bloaz ar strollad Aerlin. Harpet e oa bet ar raktres gant ar Redadeg e 2022. Ar strollad en doa savet ur geriadur enlinenn war al lec’hienn Aerlin.Bzh dija ha setu bremañ ar geriadur embannet war baper gant Goater embannadurioù. Aze emañ o paouez kregiñ da vrudañ al levr, kinniget e vo al levr e meur a saloñsoù levrioù ar mizioù da zont hag e vo kendalc’het al labour war ar geriadur enlinenn. Morgane Bramoullé ezelez ar strollad Aerlin a ginnig al levr-se deomp ...
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel