en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 27 a viz Gouel-Mikael 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 27 a viz Gouel-Mikael 2026

Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin rar mintin-man.

An diskar-amzer zo prantad ma c’heller bale er c’hoedoù ha dastum kistin, avaloù pe togoù-toseg.

Met da ziwall a zo gete, anav mat anezhe a zo ret evit o serriñ ! Ar gresk emañ an entoksekadurioù ar blez-mañ hervez an Anses, ajañs surantez ar yec’hed, ar boued, an endro hag al labour. 700 entoksekadur a zo bet a-c’houde derroù miz Gwenholon, ha lod anezhe a zo liammet da implij an IA evit o anav.

Padrig Drean a zo paotr an natur, ha pa vehe ar plantoù, al loened pe an togoù-touseg. Setu e soñj diàr implij an teknologiezhioù nevez evit anav an togoù-toseg, hag e alioù evit o zastum hep riskl.

Dek deiz 'zo e oa bet lidet àr an ton bras get klub US Konk-Kerne al labourioù a zo bet graet er stad mell-droad Guy Piriou.

E fin ar bloavezhioù 80 e oa bet savet al lec'h, ha nebeud a labourioù a oa bet graet eno a-c’houde. Gellet a ra bremañ ar c'hleub hag a c'hoari e Lig 3, degemer krogadoù Lig 2. Kalz traoù ‘rall a zo bet gwelaet ivez, él ma tisplega Alan Troadeg, a laboura evit US Konk-Kerne.

Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.

Da glevet ivez:

-Dilennadegoù kannaded a vo en Israel hiriv.

-Kendalc'het e vo ar stourm get al liseidi daoust d'ar muzulioù embannet get ar gouarnamant.

-Gwalldaol gouennelour Trappes: ar susped a zo bet lakaet en-dro edan ensell ar polis.

-Daleet eo prosez muntr Cédric Chouviat get 3 foliser da miz Mezheven 2027.

-Beuzet eo ar Samu 35 get ar pellgomzadennoù.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio