en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Nevez flamm eo letonenn ar stad mell-droad Guy Piriou e Konk-Kerne

Nevez flamm eo letonenn ar stad mell-droad Guy Piriou e Konk-Kerne

Dek devezh 'zo e oa bet lidet war an ton bras gant klub US Konk-Kerne al labourioù a zo bet graet er stad mell-droad Guy Piriou. E fin ar bloavezhioù 80 e oa bet savet al lec'h, ha nebeud a labourioù a oa bet graet eno abaoe. Ha dreist-holl e c'hell bremañ ar c'hlub, a c'hoari e Lig 3, degemer krogadoù Lig 2. Kalz traoù all a zo bet gwellaet ivez, 'vel ma tispleg Alan Troadeg, a labour evit US Konk-Kerne.


Alan Troadeg a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Plijusoc'h e vo bremañ ar stad evit an dud war gador ruilh ivez. Staliet zo bet pignerezhioù war an « tribunoù » nevez ha plasoù a-ratozh a zo evit degemer anezhe. Panelloù divyezhek a zo bet staliet ivez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio