en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kann 'ba Brest da geñver ar manifestadegoù: sell daou vrestad yaouank

Kann 'ba Brest da geñver ar manifestadegoù: sell daou vrestad yaouank

Tenn ‘oa bet etre ar polis ha manifesterien zo disadorn da geñver ar manifestadegoù ouzh ar vuhez ker. ‘Ba Kemper, ‘ba Roazhon, ‘ban Naoned, ‘ban Oriant ha ‘ba Brest ‘zo savet kann. Ha ‘ba Brest eo da geñver fin ar vanifestadeg ‘pa oa en em gavet ar vanifestadeg tost eus komiserdi Colbert eo aet an traoù war dommaat da vat. Bannet ‘oa bet gaz lacrymo gant ar CRSed. Respontet ‘neunt manifesterien zo d’an tagadennoù se o vannañ pavezioù ouzh ar polis ‘pad teir eur. Penaos eo tremenet an traoù ‘ba Brest hervez tud yaouank ‘oa o vanifestiñ ‘ba Brest disadorn. Asantet ‘neunt komz gant ma ‘vefe cheñchet o anvioù hag o mouezhioù . Anveet ‘meump ‘nezho Nevenoe hag Erispoe. Emaint gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio