en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 23 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 23 a viz Here 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Manifestadeg ar 17 a viz Here deus tu ar vanifesterien yaouank

Tenn ‘oa bet etre ar polis ha manifesterien zo disadorn da geñver ar manifestadegoù ouzh ar vuhez ker. ‘Ba Kemper, ‘ba Roazhon, ‘ban Naoned, ‘ban Oriant ha ‘ba Brest ‘zo savet kann. Ha ‘ba Brest eo da geñver fin ar vanifestadeg ‘pa oa en em gavet ar vanifestadeg tost eus komiserdi Colbert eo aet an traoù war dommaat da vat. Bannet ‘oa bet gaz lacrymo gant ar CRSed. Respontet ‘neunt manifesterien zo d’an tagadennoù se o vannañ pavezioù ouzh ar polis ‘pad teir eur. Penaos eo tremenet an traoù ‘ba Brest hervez tud yaouank ‘oa o vanifestiñ ‘ba Brest disadorn. Asantet ‘neunt komz gant ma ‘vefe cheñchet o anvioù hag o mouezhioù . Anveet ‘meump ‘nezho Nevenoe hag Erispoe.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Diaesamantoù el labour douar : Charlotte Kerglonou he deus savet ur c'hef enlinenn evit saveteiñ he menaj

N’eo ket achu ar prantad sec’hder c’hoazh goude un hañvezh a oa bet spontus evit an endro, evit al labourerien douar e oa bet diaes-tre hag e chom diaes-tre an traoù. Evel-se e oa bet lakaet diaes ar chatal, e menajoù zo e oa marvet kantadoù a loened, kollet neun ivez a-fed produi laezh, Foen ha ed ‘pad an eost en ur mare a oa diaes evit al labour douar c’hoazh. Evit ar re n’int ket e bio eo kresket a-galz priz an temz kimiek blam d’ar brezel en Iran. Gant-se eo 30000 menaj a zo en arvar da vont war strat er stad c’hall. Charlotte Kerglonoù zo bet lakaet diaes-tre ivez ‘pad an hañv, al labourerez douar bio ba Stredell e Bro Gwitreg a zo ivez prezidantez ar c’honf 35 he deus graet ur galv skoazell ha savet ur c’hagnotte war go fund me evit gellout tremen ar mare-se, ur prantad sec’hder istorel.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Ar stad o prientiñ manifestadeg ar 24 a viz Here

  • Stourm e Gwadloup ouzh an diaesamantoù armerzhel, koust ar vuhez hag ar stad trevadennel

  • Korventenn Austen he deus skoet Breizh ha kornôg Bro-C'hall

  • Lig Europa : 2-2 etre Stad Roazhon ha Juventus Turino


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio