Trezolioù Kreiz Mintin - Ar Varteloded
Ar mor, ar bagoù, an dud. Breizh vez anavet mat er bed a-bezh dre he marteloded. Ar re-sen oe kustum da vont àr ar mor eit gounit o boued. Mont da besketiñ, d’ober koñverzh pe c’hoazh eit ar brezel. Ha just a-walh am eus furchet un tammig ba archivoù Radio Bro Gwened. Ha kavet am eus atersadennoù marteloded ar vro. Trawalh eit sevel un abadenn Trezolioù Kreiz Mintin. Da getañ e vo klevet
Mathurin Fily. Heñ neus paset ar brezel 39-45 àr bagoù.
Da heul e vo Marcel Maguer. Kaojet vo geton àg ar bagoù, ar brezel hag ar resistañs
Ba fin e vimp get Fernand ar Grel da Enezenn Groe – Hinnezh oe pesketour àr vag
Muzik :
Andre Drumel - Les trois marins
Farvaag - Gol Laleh Laleh
Fleuve - Aber
Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel.