Bodagoù ouzh ar feuslterioù zo bet savet 'ba bern kumunioù
Bodet ‘oa tud ‘ba tu-raok an tiez kêr da 12e hudu. Diwar galv an AMF, kevredigezh maered Frañs, oa savet ar bodadegoù se enno tud zo bet spontet o welout pegen feuls eo bet ‘ba plasoù zo e-kerzjh an dibenn-sizhun : distrujet ‘zo bet savadurioù public, laeronsi ‘ba stalioù zo ha kement zo. ‘ba Plougastel ‘vel ‘ba lec’h all ‘noa lennet Dominique Cap, maer Plougastel ha prezidant maered Frans ‘ba Penn-ar-Bed, an destenn ‘oa bet skrivet gant kevredigezh ar vaered evit sevel a-enep ar feuslter. Hag e fin ar vodadeg ‘oa bet kanet « La Marseillaise ». Evit Dominique Cap eo ur vro dindan ar brezel zo bet e kerzh ar week-end. Emañ gant Erwan Blanchard.