en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

30 vloaz eo Emglev Bro Douarnenez !

30 vloaz eo Emglev Bro Douarnenez !

Disadorn e oa bet lidet e zregont vloaz gant ar gevredigezh « Emglev bro Douarnenez ». Atalieroù e-leiz a oa bet kinniget e-pad an devezh hag ur pezh-c'hoari gant ar strollad Kantren a-raok ur pred deiz-ha-bloaz. Birvidik eo ar gevredigezh, bet krouet evit lakat war wel ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ha Douarnenez. Elen Rubin, a oa bet prezidantez ar gevredigezh pemzek vloaz 'zo, a gont hiroc'h deomp war istor Emglev bro Douarnenez.


Emaoc'h o paouez klevet Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Thomas Moysan Simon, kenbrezidanted ar gevredigezh hiziv-an-deiz. Ha kenderc'hel a raio Emglev Bro Douarnenez da lidañ e deiz-ha-bloaz betek fin miz Du, a-hed ar festival Dispar Amzer. Er bloaz-mañ he deus divizet ar gevredigezh lakaat war wel sevenadur Euskadi. D'an 31 a viz Here e vo ur brezegenn diwar benn an eskemmoù etre porzh Douarnenez hag hini Saint-Jean de Luz, d'an 11 a viz Du ur brezegenn all diwar benn ar brezhoneg hag an euskareg. Hag evit echuiñ e vo ur bal euskarat d'ar 14 a viz Du e-pad ar fest-noz bras.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio