en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Tost 5000 a dud zo bet o vanifestiñ e straedoù Kemper disadorn

Tost 5000 a dud zo bet o vanifestiñ e straedoù Kemper disadorn

Tost 5000 a dud a oa en em vodet e straedoù Kemper disadorn mintin. Mesk ha mesk e oa liseidi, jiletennoù melen ha tud aet skuizh gant koust ar vuhez ha torr ar servijoù publik. Kalz tud yaouank a oa, startijenn gante, ambrouget gant ar sindikadoù Solidaire, FO hag ar CNT. Tapet o doa al liseidi ar gaoz e penn kentañ ar vanifestadeg, evit burutellañ ar feulsterioù polis bet gouzañvet gante ar sizhun dremenet. Burutellet o deus ivez kerent liseidi Brizeux o doa klasket terriñ o luskad hag ar blokus ar sizhun dremenet. An enep-gouenelouriezh pe c'hoazh gwirioù an dud treuzjener a zo bet lakaet war wel ivez e-pad ar prezegennoù, a-raok ma loc'hfe ar vanifestadeg, kaset gant tonioù ar fanfar. Metig Jakez-Vargas a oa war blas...


Da heul ar vanifestadeg, a zo bet sioul ha laouen, e oa en em lañset un eil manifestadeg da greisteiz dre kaeoù Kemper. Jeu zo bet etre ar vanifesterien hag ar polis a-hed an abardevezh goude-se, ar pezh ne oa ket bet gwelet biskoazh pe dost. Gloazet eo bet un den yaouank gant un tenn LBD. Bannet o deus ar boliserien kalz gaz lakrimo hag implijet o deus ivez kanolioù-dour. E fin an abardevezh o deus darn deus ar vanifesterien plantet tan en un ti-bank ha distrujet ur stal dilhad straed Sant-Fransez e kreiz-kêr.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio