Peseurt sell o deus skolajidi Houat ha Hedig àr ar vuhez en inizi? Respont get Julien Torchin
Tammigoù douar bihan tout eo Inizi Houat ha Hedig !
9 skolajiad a zo hepken e skolaj Houat hag a voda krennarded an div enezenn. Peseurt sell o deus àr ar fed bevañ àr un enezenn vihan? Peseurt c’hoantoù, diaesamantoù, ha spioù a zo gete? Penaos e wellont an dazont àr o ziariad ? Setu goulennoù zo bet savet dezhe e-korf ur studiadenn ‘zo bet kaset etre 2023-2026. E enez Groe eo bet graet kement all e 2024 hag en nevez-amzer e vo tro enez ar Gerveur.
Julien Torchin a zo enklaskour ha kelennour ar geografiezh e skol-veur Roazhon 2. Goulennet he deus Aodren Trehin digeton penaos en deus kaset an enklask-se da benn get e genseurted Solène Godin ha Brieuc Bisson, ha peseurt disoc’hoù zo daet diàr wel.
An diskouezadeg a zo bet savet diàr ar studiadenn a oa da welet e Houat e-pad an hañv hag e Hedig emañ bremañ betek miz Kalañ-gouiañv e mediaoueg ar semafor.
Ar studiadenn glok a vo da lenn edan berr er gazetenn Melvan, la revue des deux îles.