en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 16 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 16 a viz Here 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Evit ma vo doujet d'ar steuñv da adperc'hennañ ar yezhoù bro 'ba Breizh

Ar bloaz-mañ neus divizet ar prezidant skornañ budjed ar brezhoneg hag ar gallaoueg, pezh a dalv digreskiñ un tamm ar budjed gant c’hwezadur ar moneiz ha kresk koust ar c’hargoù. Pezh zo kontrol ivez pezh oa bet votet gant an dilennidi e 2020, da lavaret eo ar steuñv adperc’hennañ ar yezhoù a lakfe ar budjed da greskiñ tamm ha tamm a vloaz da vloaz evit tizout trizek milion evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg, selaouomp diouzhtu Nil Caouissin, kuzulier e anv an UDB, noa graet ar c’hinnig-se en brezhoneg ‘pad an dalc’h ... Emañ gant Anton Burel.

A Short Story of The Breton Language zo deuet e-maez miz 'zo bremañ

Hennezh eo ar c'hentañ levr bet embannet e saozneg diwar-benn istor ar brezhoneg. Gant un Iwerzhonad eo bet skrivet Diarmuid Ó Breasláin e anv, paotr Belfast ha stourmer evit an iwerzhoneg. Daou levr all en doa skrivet a-raok an dra-se c'hoazh, unan diwar-benn istor an iwerzhoneg hag unan all diwar-benn ar manaveg, yezh keltieg Enez Vanav. Gant al levr nevez-mañ 'vez kontet deomp neuze deus istor ar brezhoneg abaoe m'eo degouezhet ar Vretoned amañ e Breizh, met sellet en deus dreist-holl ouzh an ugentvet kantved, evit klask kompren penaos eo cheñchet an traoù tammig-ha-tammig goude ar brezel. Benjamin Bouard en deus telefonet dezhañ.

Blues, race records, country… ur gwir veaj dre bed ar rock eo levr nevez Gaetan Boulic !

Al levr a zo e brezhoneg penn da benn hag embannet get Keit vimp bev. « Un istor eus ar rock : Eus Memphis da Woodstock, eus an Hillbillies d’an hippies » eo titl e levr a gonta istoer ar rock er blezadoù 50 ha 60. Daou levr arall a vo da heul evit anav istoer ar muzik-se adal ar blezadoù 80 betek an amzer a-vremañ. Gaetan, hag a ginniga ivez abadennoù àr ar rock àr Radio Bro Gwened, a oa bet aterset get Aodren Trehin.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Manifestadegoù diwar galv tud o jiletennoù melen 'vo warc'hoazh!

  • Lakaet eo Fondiri Breizh dindan adreizhadur barnezherel

  • Bally Bagayoko 'vo 'ba Breizh 'benn disul

  • Arrouezhioù eus an tu dehou pellañ 'vez taget 'ba Landerne!

  • 100 manifester 'oa 'ba tu-raok uzin Blue Bus 'ban erger-Vras

  • War ar straedoù 'oa studierien ha kelennerien skol-veur 'ba Arjentina dec'h

  • Breinet eo gouarnamant Albania gant familh Trump: manifestadegoù kalet zo bet 'bar vro

  • Trec'h eo bet Stad Roazhon 2 da 1 war OFI Crete en Europa League

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio