Krign-bev ar vronn: 443 torchenn stumm ur galon aozet gant Petites Mains des Légendes!
24 eurvezh evit sevel torchennou gant stumm ur galon ! Etre dimerc’her ha diriaou tremenet ‘oa bodet, ‘vit ar wech kentañ, merc’hed ha paotred da wriat ‘ba Plouider, ur gumun zo chouk da Lesneven. Da geñver ar prantad « Octobre rose » ‘oa dalc’het ar 24 eurvezh da wriat … ar muiañ a dorchennoù posubl da reiñ da vaouezed zo klañv gant krign-bev ar vronn ! Gant ar gevredigezh « Petites mains des Légendes » eo bet aozet an difi… Abaoe 6 vloaz e kenlaboura ar c’hemenerezed gant servijou ospitalioù ar vro ‘vit kas dafar dezho evel bonedoù ha linselioù kotons evit ar vugale zo ganet re abred pe torchennoù gant stumm ur galon. Selaouomp Anne Ricaud-Herve zo prezidantez ar gevredigezh ‘ neus displeget da Erwan Blanchard penaos eo deuet ar soñj da grouiñ « Petites mains des légendes »… War lerc'h 'vo klevet Maryvonne Sparfel.