Enoret eo bet Charlie Grall gant Urzh Kolier an Erminig!
Aet eo Charlie Grall da Anaon ar bloaz mañ. Anavezet mat eo paotr ar C’hastell-Nevez evit an holl obererezhioù ‘neus kaset da benn beket e varv : kazetenner, skrivagner, rener Gouel al Levrioù ‘ba Breizh ha stourmer politikel. Ur stourm ‘neus kaset ‘nañ da gemer perzh ‘ba avanturioù an FLB ha d’en em gavout ‘ban toull-bac’h ‘pad un nebeut bloavezhioù. E div verc’h ‘oa daet da gemer Kolier an Erminig disadorn… Selaouomp Katell, unan deusho, diwar benn ar stourm politkel kuzh e dad. Emañ gant Erwan Blanchard.