en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 15 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 15 a viz Here 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Taer eo ar polis e Kastell-Briant gant al liseidi

Kenderc'hel a ra blokus al liseidi, pa vefe er c'herioù bras pe er c'herioù bihan. Ouzhpenn 6000 dioute zo bet harzet gant ar polis ha lod zo bet gloazet. E Kastell-Briant o deus bet al liseidi da anduriñ moustrerezh ar polis ivez. Jonathan Guillaume zo stourmer e luskad sokial Kastell-Briant hag emañ o chom e-kichen al lise. Kontañ a ra deomp hiroc’h da gentañ war azgoulennoù al liseidi eno.

Kafe an neveziñ e Kreiz-Breizh

Gant ar CCKB, kumuniezh kumunioù Rostrenenn, e oa bet aozet an abadenn-mañ, da sikour embregerezhioù ar vro d'en em voazañ ouzh an neveziñ. Ur post a zo bet krouet ar bloaz-mañ evit an dra-se zoken, hini Christian Demeuré-Vallée, a zo 'vont da zisplegañ deomp bremañ penaos vez sikouret an embregerezhioù gantañ.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Warc'hoaz en em gavo Volodymyr Zelenskyy gant kentañ ministr nevez Hungaria

- Kroget eo gouarnamant nevez Hungaria da derriñ al lezennoù a-enep d'an dud LGDTE+

- Votet eo bet al lezenn hollek a-enep d'ar feulsterioù jener dimeurzh

- Roet he deus prezidantez Diwan he dilez

- Dont a raio tevennoù ha paludoù bro Vigoudenn da vezañ ur mirva naturel

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio