Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz-Here 2026
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier ar mintin-mañ.
Bec'h zo war ar beizanted e Frañs
Lod deuzhouto n'int ket gouest d'en em zibab o-unan zoken. Ablamour da sikour anezho eo bet krouet Solidarité Paysans bremañ zo tost tregont vloaz 'zo. Ur gevredigrezh eo evit ober sikour d'ar labourerien-douar, selaou anezho pe c'hoazh aliañ anezho. Selaouomp Chilowomp Robert Nicolas, a-volonte vat e Solidarité Paysans e Sant-Brieg.
Un atersadenn gant Benjamin Bouard.
24 eurvezh o wriat torchennoù evit ar merc'hed klañv gant krign-bev ar vronn.
Dimerc'her ha diryaou e oa en em vodet evit ar wech kentañ merc'hed ha paotred eus ar gevredigezh Les Petites Mains des Légendes da wriat asambles e Ploudier. Da-geñver ar prantad Octobre Rose e dalc'het an tamm abadenn-se : gwriat ar muiañ ar gwellañ a dorchennoù stumm ur galon dezho, evit reiñ anezho d'an ospitalioù ha d'ar merc'hed klañv gant krign-bev ar vronn. Selaouomp Anne Ricaud-Herve, prezidantez ar gevredigezh, hag ur wriadez a-volontez vat, Maryvonne Sparfell.
Un reportaj gant Erwan Blanchard
Ha da glevet er c'heleier ivez :
Bet e oa bet al liseidi o vanifestiñ en-dro dec'h.
Votet eo bet lezenn integral a-enep d'ar violañsoù graet d'ar merc'hed ha d'ar vugale e Frañs.
Fondirioù Breizh vo serret e Kaodan.
Neubeutoc'h a c'haz efed-ser a zo bet taolet ar bloaz-mañ e Frañs.
Komañset eo proses Serhii Kouznetsov, bet tamallet dezhañ bet lakaat Nord-Stream da darzhañ.