en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

600 den oa c'hoazh en Arvor evit nac'hañ ar raktres talaso

600 den oa c'hoazh en Arvor evit nac'hañ ar raktres talaso

Ur wezh c’hoazh e oa ur vanifesatadeg en Arvor chouk d’an Oriant disul evit nac’hañ ar raktres talasoterapiezh a vehe savet a-dreñv traezhenn Kergelenn.

600 den a oa daet diàr galv ar stroll Stop Thalasso a zo é stourm a c’houde blezadoù, sekouret get peder c’hevredigezh arall evit kas ar rekourioù dirak al lezvarn. Justawalc’h, aet eo razh ar rekourioù betek penn, ha ne vanka bremañ nemet aotre ar prefed da bompiñ dour ar mor ha skarzhiñ dour an talaso e-barzh. Skrivet o deus tud ar c’holektif Stop Thalasso ul lizher d’ar prefed en nebeut devezhioù zo evit goulenn geton chom hep rein an aotre-se.

Spi o deus o do ar barradoù tommder zo bet a-hed an hañv lakaet anezhañ da vout emskiant ag an diouer a zour.

Ouzhpenn d’ar vanifestadeg eo bet skrivet « Eau » e galleg ha « Dour » e brezhoneg àr an draezhenn get korf ar vanifesterion. Peadra da dapiñ fotoioù brav ag an ebr (oabl) ! Traoù arall a oa raktreset e-pad an enderv met berraet eo bet an devezh stourm a gaoz d’ar glav.

Padrig ,Loig ha Dominig o doe kemeret perzh da « kerzhadenn a dour ».


Ur reportaj savet get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio