en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 13 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 13 a viz Here 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

CRA nevez e Naoned

Aotreet en deus prefed Liger-Atlantel d'ar c'hentañ a viz Gwengolo tremenet reiñ un aotre ispisial da geñver gwir an endro evit ma vefe savet ur greizenn melestradurel da vac'hañ divroidi e-kichen Naoned, anvet CRA e galleg, centre de rétention administrative. An aotre da sevel ar savadur a oa bet roet dija e miz Eost, ha setu kroget ar chanter diouzhtu e miz Gwengolo. Ur greizenn bac'hañ 140 plas a zo raktreset e Reter Naoned, e-kichen an toull-bac'h. Disadorn e oa bet dalc'het un eil manifestadeg a-enep d'ar raktres-se. E mesk an dud a sav a-enep d'ar raktres emañ an UDB. Selaouomp sell Pierre-Emmannuel Marais, bet kuzulier-kêr e Naoned hag ezel eus an UDB...

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Manifestadeg Stop Thalasso en Arvor


Ur wezh c’hoazh e oa ur vanifesatadeg en Arvor chouk d’an Oriant disul evit nac’hañ ar raktres talasoterapiezh a vehe savet a drenv traezhenn Kergelenn. 500 den a oa daet diàr galv ar stroll Stop Thalasso a zo é stourm a c’houde blezadoù, sekouret get peder c’hevredigezh arall evit kas ar rekourioù dirak al lezvarn. Justawalc’h, aet eo razh ar rekourioù betek penn, ha ne vanka bremañ nemet aotre ar prefed da bompiñ dour ar mor ha skarzhiñ dour an talaso e barzh. Skrivet o deus tud ar c’holektif stop Thalasso ul lizher d’ar prefed en nebeut devezhioù zo evit goulenn geton chom hep rein an aotre-se. Spi o deus o do ar barradoù tommder zo bet a hed an hañv lakaet anezhan da vout emskiant ag an diouer a zour. Padrig ,Loig ha Dominig o doe kemeret perzh da « kerzhadenn a dour ».

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin


Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier

  • Al liseidi o stourm

  • Ur skolaj taget e Aubanha en Okitania

  • Gourmarc'hadoù zo a zo bet sibertaget dec'h

  • Dalc'h Kuzul Rannvro Breizh a vo e fin ar sizhun

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio