en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Enebiezh a zo ouzh ar raktres da sevel ur greizenn bac'hañ divroidi e Naoned

Enebiezh a zo ouzh ar raktres da sevel ur greizenn bac'hañ divroidi e Naoned

Aotreet en deus prefed Liger-Atlantel d'ar c'hentañ a viz Gwengolo tremenet reiñ un aotre ispisial da geñver gwir an endro evit ma vefe savet ur greizenn melestradurel da vac'hañ divroidi e-kichen Naoned, anvet CRA e galleg, "centre de rétention administrative". An aotre da sevel ar savadur a oa bet roet dija e miz Eost, ha setu kroget ar chanter diouzhtu e miz Gwengolo. Ur greizenn bac'hañ 140 plas a zo raktreset e Reter Naoned, e-kichen an toull-bac'h. Disadorn e oa bet dalc'het un eil manifestadeg a-enep d'ar raktres-se. E mesk an dud a sav a-enep d'ar raktres emañ an UDB. Selaouomp sell Pierre-Emmannuel Marais, bet kuzulier-kêr e Naoned hag ezel eus an UDB...



Ouzh mikro Metig Jakez-Vargas e oa Pierre-Emmannuel Marais. Ur rekour a zo bet kaset gant meur a gevredigezh dirak lez-varn melestradurel Naoned. Ur c'hoad pevar hektar a zo bet diskaret dija evit labourioù chanter ar greizenn bac'hañ. Divizet e oa bet sevel seizh kreizenn a-seurt-se e Frañs gant Gerard Collomb e 2017, pa oa ministr an diabarzh, evit ma vefe 3000 plas bac'hañ e kreizennoù Frañs e 2027.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio