Keleier ar vro d'al Lun 12 a viz Gouel Mikael 2026
Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Jef Fulup, Anna-Vari Chapalan, Alan ar Vuhez ha Charlie Grall ‘oa bet enoret disadorn.
D’an holl eo bet roet Kolier an Erminig da geñver lid Urzh an Erminig. Evit an daou-ugentvet gwech e oa dalc’het al lid ‘ban amzer a-vremañ. Hag ar blez-mañ eo e Plougastel-Daoulaz ‘oa bet dalc’het an abadenn. An holl dud-se zo bet priziet o labour bet kaset a-hed o buhez evit ar brezhoneg hag evit Breizh.
Hiroc’h gant Lena Louarn, kansellerez Urzh an Erminig diàr-benn al lid ‘vez dalc’het bep bloaz a-c’houde 1988.
Charlie Grall oe bet roet dezhon un Erminig ar blez-mañ, un nebeut mizioù àr lerc’h ma oa aet d’an anaon. Anavezet mat eo paotr ar C’hastell-Nevez evit an holl obererezhioù ‘neus kaset da benn betek e varv : kazetennour, skrivagnour, renour saloñ al levrioù e Karaez ha stourmer politikel. Ur stourm ‘neus kaset ‘nañ da gemer perzh ‘ba avanturioù an FLB ha d’ em gavout ‘ban toull-bac’h ‘pad un nebeut blezadoù. E div verc’h ‘oa daet da gemer Kolier an Erminig disadorn.
Anna-Vari Chapalan he deus bet ivez kolier an Erminig 'pad an dibenn sizhun. Anavet eo evit bout labouret él renourez Diwan Breizh e-pad ugent vloaz. Met ouzhpenn ‘neus graet evit kas ar brezhoneg da vont war raok. A-ven eo deuet ar c ‘hoant stourm evit ar brezhoneg hag evit Breizh ? Selaouit he respont.
Da glevet ivez en doereioù:
-Un dagadenn zo bet graet get an Houthi, ur strollad islamisted, doc’h aerborzh Ryad e Arabia Saoudat.
-Raphael Glucksmann a zo trec’h e rak-dilennadegoù an tu kleiz sokio-demokrat.
-Emañ ministrerezh an diabarzh é klask divodañ ar gevredigezh Egalité et réconciliation.
-Skandal ar feulsterioù fizik ha seksel e skolioù Pariz: Em vodet o deus 24 familh evit sevel klemm asambl.
-Labourioù bras àr Pont ar skorf en Oriant.
Sportoù:
Merc'hed:
BBH, Brest Breizh Hand n’eus kollet e lig ar c’hampionezed doc’h Ferencvaros, ur c’hleub a Hungaria get 28 doc’h 33.
Strollad volley Kemper doc'h Orléans evit eil devezh elite ar merc’hed: 1-3
Paotred:
Er 6vet devezh lig 1 Roazhon n’eus gounezet doc’h Auxerre get 4 boent doc’h 1.
Stade Brestois-Angers : 5-1
Paul Seixas a zo trec’h e Tro velo Lombardi.