en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Buhez un dredogez melldroad a-vicher: Violette Le Chevert

Buhez un dredogez melldroad a-vicher: Violette Le Chevert

Betek tredeogiñ krogadoù kip Europa ‘neus graet Violette Le Chevert ! An dredeogez yaouank a orin eus Pempoull zo o o sevel ‘ba renk an tredeogezed ‘ba Frañs ha ‘ba Europa ! Tro ‘meump bet da doullañ kaoz ganti e kerzh div abadenn dija. Hudu eo ‘ni diwezhañ ‘vo gouestlet da Violette. ‘Vel ‘pezh ‘moamp laret deoc’h ‘ban abadennoù kentañ eo tredeogez ouzh ar wrimenn. Tredeogiñ ‘ra ‘ba kampionad uhelañ melldroad ar maouezed : Arkema premier ligue ‘oa graet deushañ D1 Arkema, Kip al Lig ha Kip Bro-C’hall. E fin ar bloavezh melldroad tremenet ‘oa bet a,nvet da dredeogiñ gourfenn Kip Bro-C’hall mar plij ganeoc’h. Araok reiñ deoc’h da selaou ur gronikenn bet fardet gant Maina Gars diwar benn ur c’hoarierez melldroad, Morgan Rapinoe. Da gentañ deomp da c’hoût hiroc’h war micher Viloette Le Chevert ha goût perak eo important kaout amzer da c’houestlañ d’an tredeogiñ. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio