Keleier d'ar Gwener 09 a viz Here 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Un tamm poent war luskad al liseidi 'ban Oriant ha 'ba Roazhon
Kenderc’hel ‘ra luskad al liseidi, manifestadegoù zo bet ‘ba Frans hudu c’hoazh. Komanset ‘oa dek teiz zo àr an dro da harzh labour ar c’hopridi-stad. Prezegenn ministr kentañ gouarnamant Bro-C’hall n’eus ket sioulaet ar jeu tamm erbet. Muzulioù fetis n’eus ket embannet Sebastien Lecornu. 5 « chanter » en deus eñ lakaet àr wel : diskoulmiñ ezvezañs ar gelennerion, gwellaat ar c’hondisionoù labour fetis él stad ar savadurioù da skouer, gwellaat implij amzer al liseidi a zo luziet-tre a c’houde reform Blanquer e 2019, gwellaat parcousup hag evit achiv, aoziñ ur framm evit ma c’hellehe al liseidi embann o soñj ha bout klevet. D’ar c’hudennoù-se e vo roet respontoù fetis e fin ar miz eme Sébastien Lecornu.40 000 klemm a zo bet dastummet hervezan àr ar savenn krouet a-ratozh get ar gouarnamant hag ar prantadoù demokratelezh komañset dec’h a baday betek ar sizhun é tonet. Daou bennad gant Aodren Tréhin hag Anton Burel.
Randoligo 'ba Langolen: galoupat war droad ha gant VTT evit ar re zo klañv gant kanser an empenn
Ha klevet ho peus anv dija eus ar gevredigezh Oligocyte Breizh ? Setu ouzhpenn dek vloaz zo e oa bet krouet ar gevredigezh evit lakaat war wel krign-bev an empenn ha stourm a-enep d'ar c'hleñved-se. Bep bloaz e vez aozet gante ar Randoligo : pourmenadennoù war droad pe gant ar VTT dre hentoù bro Gerne, evit dastum arc'hant evit an enklask. Benn disul e vo ar randoligo e Langolen. Selaouomp Bernard Leon, en deus krouet ar gevredigezh. Kontañ a ra deomp hiroc'h da gentañ war Oligocyte Breizh. Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier
Dav vo beveziñ nebeutoc'h a dour 'ba Bro-Leon
'Neus ket aotret ar prefed ar goulenn astenn ur c'hraou moc'h 'ba Irvilhag
Ar Mad Pride 'vo dalc'het 'ba Brest warc'hoazh
Madrid: Aet eo Micarmen da anaon*
Champion's League hand: maouezed Brest-Breizh-Hand ouzh Posnan warc'hoazh.