en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar yaou 8 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar yaou 8 a viz Here 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Berzh en doa graet devezh kinnig Greomp Breizh

Disadorn e oa bet tro 400 a dud, hervez an aozerien, o kemer perzh e kendiviz Greomp Breizh e Pondi. Greomp Breizh eo anv luskad politikel nevez ar c’hannad Paol Molag. Meur a bolitikour a oa deuet : Jean-Louis Borloo, Loïg Chesnais Girard, Gilles Simeoni ha Guillaume Robic da skouer. Korentin Gaillard a zo sekretour ar strollad, lavarout a ra deomp e sell war an darvoud-mañ.

Ha war-zu an tu dehou pellañ e yafe ivez eskopti Gwened ?

D’ar goulenn se o deus klasket respont ar gazetennerien Julien Meffre Ha Pierre-Yves Bulteau en un enklask zo bet embannet nevez 'zo gant ar media dizalc’h Splann ! Teir lodenn a ya d’ober an enklask se : ‘ni kentañ o tiskouez eo dibaseet an eskob gant an tu dehou pellañ er Morbihan ; an eil an dud "identitaire" oc'h aloubiñ an ensavadurioù kristen, hag an trede a zo gouestlet da bardon Feiz e Breizh.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Lakaet he deus ar justiz fin d'an urzh herzel a oa a-enep d'ar politikour katalan dizalc'hour Carles Puigdemont

- Kendec'hel a ra al liseidi da stankañ al liseoù hiziv

- Kemeret en doa ar c'hentañ ministr ar gaoz dec'h

- Sarah Knaffo a vo pedet gant ar vreserezh Kerfave

- Kenderc'hel a ra ar c'houlzad sec'hor e Breizh

- Ur vanifestadeg a vo 'benn disadorn e Naoned a-enep ur greizenn bac'hañ ar repuidi

- sportoù

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio