1300 a dud e straedoù Kemper evit stourm al liseidi
Tro 1300 a dud a oa e straedoù Kemper ar mintin-mañ evit harpañ luskad al liseoù. Léa a zo liseadez e lise Kerne, lise publik brasañ Kemper. Ur blokus a zo en he lise abaoe diriaou. Deuet e oa da vanifestiñ hiziv evit meur a abeg...selaouomp anezhi.
Fellout a ra d'al liseidi dec'hel gant ar stourm hag ar blokusoù betek vakañsoù an hollsent d'an nebeutañ.