en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Here 2026

Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin.

Dec’h e oa 3vet devezh stourm al liseidi.

D’an nebeutañ 450 000 den o dehe manifestet e Frañs hervez ar sindikadoù ha 256 000 hervez ministrerezh an diabarzh.

E Kemper e oa tro-dro 1300 a dud a oa e straedoù evit harpañ luskad al liseoù. Léa a zo liseadez e lise Kerne, lise publik brasañ Kemper. Ur blokus a zo en he lise abaoe diriaou. Deuet e oa da vanifestiñ hiziv evit meur a abeg.

Ur reportaj get Metig Jakez-Vargas.

4000 den a oa e straedoù Brest hiziv ivez. Liseidi, él rezon, met ivez o familhoù pe kelennerion a oa deuet da harpañ al luskad.

Erwan Blanchard a oa àr al lec'h.

Ar c’hentañ ministr, Sébastien Lecornu en deus divizet lakaat e plas un hanter devezh hep kentelioù, etre hiriv ha digwener evit ma c’hellehe renerion al liseoù aoziñ prantadoù « demokratelezh diabazh ». N’eo ket trawalc’h evit sioulaat kounar al liseidi. Faotiñ a ra dezhe dalc’hiñ get ar stourm betek vakañsoù an hollsent d'an nebeutañ.


Disadorn e vo dalc’het Lid Kolier an Erminig e Plougastel-Daoulaz.

Bep plez e vez enoret ar re o deus stourmet evit ar vro, ha pa vehe àr dachenn ar yezh, ar sevenadur, pe c’hoazh an endro. Ul lid ispisial e vo ar blez-mañ peogwir e vo enoret Charlie Grall, aet d’an anaon e Miz C’hwevrer paset. Muioc’h a zisplegadennoù get Lena Louarn, kañsellerez urzh an Erminig, doc’h mikro Pauline Daniel.

Kolier an Erminig a vo roet ivez da Anna-Vari Chapalan stourmerez evit ar yezh hag ar sevenadur e Breizh, Jef Philippe, diagon e Bro Dreger, hag Alan Ar Vuhez, soner er Morbihan. Digor eo al lid d’an holl ha digoust eo donet-tre. Krogiñ a ray da 2eur e sal An Avel Vor, e Plougastel Daoulas.

Da glevet ivez:

-3 blez ‘zo rik e oa bet taget Israel get An Hamas.

-Kentañ ministr bro Spagn n'eus divizet aoziñ dilennadegoù diarbennet e fin miz Du.

-Kazi achiv eo get ar rouedad 2G.

-Pfas a zo bet kavet barzh 60 % ag an uioù dielfennet e-korf un enklask kaset get Radio France hag Ici.

-An FNSEA a laka gwask evit daleañ tolpad Sage ar Gwilen.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio