en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 5 a viz Here 2026

Keleier ar vro d'al Lun 5 a viz Here 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Un tolpadeg e koun Yann-kêl Kernalegenn

50 vloaz zo, etre an 29 hag an 30 a viz Gwengolo 1976 e oa marv Yann-Kel Kernalegenn, stourmer an FLB anezhañ, talbenn dieubiñ Breizh. E Dineol, chouk da Gastellin e oa degouezhet ur gwallzarvoud en ur gwalldaol aozet gant an Talbenn a enep sevel ur bon milourel war douaroù peizanted. Ouzhpenn da vezañ bet ur stoumer evit ar yezh hag an dizalc’hiezh, e oa ivez troet Yann-Kel Kernalgenn war ar sindikalouriezh hag ar bolitikerezh dre vras. Disadorn e oa bet aozet ul lid-enoriñ tro-dro d’e bez e bered Kerfeuteun e Kemper. Un 20 den bennak a oa deuet, dreist-holl tud kar ha mignoneg, met un nebeudig a stourmerion ivez. Selaouomp Kenan ha Riwanon An Habask, niz ha nizez Yann-Kel Kernalegenn, Bernez Rouz, kamalad dezhañ, ha Padrig An Habask, breur gaer Yann Kêl Kernalegenn

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

17vet Redadeg La Lorientaise

Dec’h e oa bet ur morad maouezed gwisket e roz o redek e straedoù an Oriant ! 9000 maouez, yaouank pe gozh noant redet pe kerzhet ba’ straedoù kêr ar c’hwec’h porzh, ha gwerzhet e oa bet razh ar plasoù pasabl en avañs. 17vet redadeg La Lorientaise e oa, ur redadeg a-enep da malitouch (krign-bev) ar bronn. Bep ploaz e vez aozet prantadoù kizidikaat d’ar c’hleñved-se e pep lec’h b’ar stad c’hall da vare « Miz Here Roz » pe Octobre Rose e galleg. Morwenn Le Normand, kanerez a vicher a zo mamm-baeron ar redadeg. Kouviet e oa bet da gano war blasenn an ti-kêr a-raok al loc’hañ.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Disoc'hoù tro kentañ an dilennadegoù-prezidant e Brazil

  • Manifestadeg a enep d'an diastuzer e bro-Normandi

  • Stourm al liseidi

  • Disoc'hoù krogadoù an dibenn sizhun e Lig ar Broadoù melldroad ar baotred

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio