Keleier ar vro d'ar C'hentañ a viz-Here
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.
Diaezamant e Skol Diwan Krec'h Gwenn e Kemper.
Seizh bloaz 'zo bremañ eo bet krouet ar skol-mañ ha n'eo ket ar vugale a vank avat. Pezh eo n'eus ken ur sal evit ober skol d'ar vugale ha n'eus ket 'voaien da zegemer anezho tout evel zo gleet. Ur sall a rank bezañ partajet neuze gant ur greizenn-dudi e-kichenn. Pezh eo, bep eil devezh e ranker dilojañ tout an traoù goude an devezh-skol. Skuizhus a-walc'h eo an dra-se, kenkoulz evit ar skipailh bedagogel hag evit ar familhoù a vez o sikour.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Manifestiñ a-enep d'ar pestisidoù.
E Saint-Pierre-La-Garenne, e departamant an Eure emañ an uzin Syngenta, unan eus brasañ uzinoù petro-chimik ar vro. Pestisidoù a vez fabriket en enni. Eno vo trouz neuze a-benn disadorn, kar anoñset 'zo ur vanifestateg dirak an uzin-se. Koñfederasion ar Beizanted, Cancer Colère, Collectif des Victimes des Pesticides de l'Ouest pe c'hoazh les Soulèvements de la Terre o deus renket an tamm abadenn-se. Selaouomp Morwenna hag Anne, a ra parti eus Les Soulèvements de la Terre e Brest.
Un atersadenn gant Pauline Daniel (Arvorig FM).
Ha da glevet er c'heleier :
An IA a lak ar bed en danjer, hervez Anthropic.
Trouz a zo etre Korea-an-Norzh ha Korea-ar-Sud.
Grev zo gant al liseidi atô.
Dour-bras er C'hreisteiz, daou viz glav da zindan un devezh.
Daou vab-bihan da 'Lom Sezneg zo 'vont da brosesiñ en-dro da zifenn anezhañ ur wech all.