Goulenn a ra skol diwan Krec'h Gwenn e Kemper un eil klas
Pounner eo an aergelc'h e trede skol Diwan Diwan Kemper, skol Krec'h Gwenn, e Su Kemper. Setu seiz bloaz zo eo bet digoret ar skol-se ha berzh a ra bremañ. Warlene eo kresket an niver a vugale enskrivet eno eus 40%. Ur sal klas a zo hepken evit ober skol d'ar vugale ha rannet eo an eil sal gant ur greizenn dudi. Rankout a ra neuze ar skolaerien ha familhoù ar vugale dilojañ tout an dafar skol bep eil devezh, goude an devezh skol, evit ober plas d'ar greizenn. Skuizhus bras eo kement-mañ evit ar skipailh pedagogel hag ar familhoù a ro an dorn...
Mallus eo kaout ur sal klas ouzhpenn, eme ar strollad « brezhoneg war wel », a labour evit kas ar brezhoneg war-raok e Kemper. Goulenn a reont ur respont primm digant an ti-kêr evit resevout ur c'hlas ouzhpenn. Met bouzar e chom an ti-kêr, en deus adlavaret d'an Telegramm ar sizhun-mañ n'en doa diskoulm ebet da ginnig. Un emgav a vo etre Brezhoneg war wel hag an ti-kêr e miz Du.