Keleier ar vro d'ar Merc'her 30 a viz Gwenholon 2026
Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Evit ma ‘vo dalc’het ar servijoù publik, kresket ar goproù ha ma ‘vo diorret al labour, galvet o doe ar sindikadoù ar gargidi da vonet er straedoù dec’h e Frañs a bezh.
Ur mod ‘oa da stourm doc’h an diviz graet get gouarnamant Lecornu da zigreskiñ budjed ar Stad a 54 miliard a euroioù evit ar blezad é tonet hag an efedoù ‘vo da heul. Dalc’het e oa ur bochad manifestadegoù e Breizh dec’h : 3000 den e Sant-Nazer, 5000 e Naoned hag e Roazhon, 3000 e Brest, 1250 e Sant-Brieg, 2000 en Oriant, hag 800 e Gwened.
Selaouomp Emmanuelle ha Stéphanie a zo skolaerezed o div, unan e Diwan hag eben er skolioù publik. Da c'houde, Jeanne ha Cesar stuerion.ezed.
Ur reportaj e Brest, savet get Erwan Blanchard.
Tro-dro nav c’hant den a oa bet é vanifestiñ e straedoù Kemper ivez. Sklaerenn Noisel, dileuriadez ar sindikad Snuipp, a oa e penn a-raok ar vanifestadeg. Saida, mestrez-skol hag ezel ar sindikad Sud-solidires, ha Pierre, goprad publik e kumuniezh kumunioù Dournenez.
Ur reportaj e Kemper, savet get Matig Jakez Vargas.
Ur polemik bras a oa bet roet lañs dezhi get bed ar mediaoù mirour gall un nebeud sizhunioù zo da geñver ur c’halvar a oa bet adstaliet lec’h ma oa gwechall e parrez Sant-Divi, kostez Landerne.
Douget e oa ar raktres get ar gumun ha finañset e oa bet get Ensavadur ar Glad. Kaset e oa bet ar gumun dirak al lez-varn get ar gevredigezh La libre pensée peogwir ne zouje ket doc’h lezennoù al laikelezh. Gounezet n’eus La libre pensée el lez-varn e fin miz Mezheven, setu e ranko bout tennet kuit ar c’halvar a-raok fin ar blez. Emañ Kumun Sant-Divy é labourat àr ur feson da saveteiñ ar c’halvar ha kontantiñ an razh an dud. Un hent a vehe lakaat ar c’halvar da vout àr un dachenn prevez ha neuze e vehe doujet doc’h lezennoù al laikelezh.
Evit mediaoù a zo kentoc’h en tu dehou pellañ e oa bet lakaet an afer da vout un doare brezel a-enep ar relijion kristen. Pell aze àr blas neoazh. Petra eo sell an eskopti war an dra-se ? ur poent àr an afer get Philippe Guillou a zo diagon.
Un atersadenn get Anton Burel.
Da glevet ivez:
-Gouzañv a ra Mediapart gourdrouzioù a berzh an RN.
-4 blez toull-bac'h, 2 hep goursez, a zo goulennet get ar prokulor doc’h Rachida Dati.
-Muioc’h a drenioù a vo lakaet etre Roazhon ha Naoned adal miz Eost 2027
-Reuz a zo e kumun bihan Zinzag-Lokrist kostez An Oriant !
-Teir greizenn stummañ Afpa a vo serret e Breizh