en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

3000 war ar straedoù 'ba Brest evit ar servijoù publik

3000 war ar straedoù 'ba Brest evit ar servijoù publik

Evit ma ‘vo dalc’het ar servijou puklik, kresket ar goproù ha ma ‘vo diorrenet al labour ! Galvet ‘noant ar sindikadoù ar gargidi hag an holl da vont war ar straedoù hudu. Ur mod ‘oa sa stourm ouzh an diviz graet gant gouarnamant Lecornu da digreskiñ budjed ar Stad eus 54 miliard a euroioù evit ar bloaz da dont hag an efedoù ‘vo da heul. Diwar se zo bet dalc’het kalzig a vanifestadegoù ‘ba Breizh hudu : 3000 den ‘ba Sant-Nazer, 5000 den ‘ban Naoned ha ‘ba Roazhon, 3000 ‘ba Brest, 1250 ‘ba Sant-Brieg, 2000 ‘ban Oriant hag 800 ‘ba Gwened. Metig Jakez-Vargas hag Erwan Blanchard ‘zo bet o c’houlenn gant ar vanifesterien ‘pezh ‘neus lakaet ‘nezho da vont da dibunañ ‘ba Kemper ha ‘ba Brest… Da gentañ selaouomp Emmanuelle ha Stéphanie zo skolaerezed o div, unan deusho ‘ba Diwan hag eben ‘ba skolioù publik.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio