Divizout 'ba Breizh ha adunaniñ Breizh: etre 500 hag 800 manifestour 'ba Naoned
Etre 500 ha 800 manifestour ‘noant dibunet war straedoù an Naoned disadorn. Ur vanifestadeg ‘oa aozet gant Kenurzhierezh Demokratel Breizh. Sklaer ‘oa al lugan embannet gant an aozerien : Divizomp e Breizh ‘vit kaout muioc’h a wirioù ‘bar vro ha geloout adstagañ Liger-Atlantel ouzh Breizh… Ur gemenadenn ‘zo bet roet da glevout d’an holl un nebeut mizioù araok an dilennadegoù da envel prezidant Republik Bro-C’hall… Ha disadorn ‘oa daet ur bouchad tud yaouank da vanifestiñ da embann o soñj… Yuna, Yuzhvael, Katell, Marin, Christine, Pierre-Emmanuel Marais ha Johnathan Guillaume eus Kenurzhierez demokratel Breizh. Selaouomp ur reportaj kaset gant Erwan Blanchard.