Distro-skol 2026-27 ar rouedad Diwan
Penaos mañ an traoù gant ar rouedad a zo bremañ 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise ennan ?
Petra ‘zo àr ar roll labour evit Diwan ar blez-mañ ?
Un nebeut respontoù doc’htu get Anne-Sophie Bratz, prezidantez Diwan doc’h mikro Aodren Trehin.
Ouzhpenn d’ar raktresoù a zo bet kinniget evit ar blezad skol nevez komañset eh eus ivez ur sapre labour a zo kaset atav da grouiñ ur statud publik azasaet. Monet a ra àr- raok tamm ha tamm, hag a-benn un nebeut mizioù e vo savet ur c’hinnig da izili ar rouedad Diwan ho do da gadarnaat pe pas ar raktres staud nevez.
Ha mod arall e vo paket mat ar blez-mañ ar c’hopridi hag an dud a volonte vat get aozadur gouel 50 vlez Diwan. Ret e vo gortoz c’hoazh un tammig evit gouiet hiroc’h.