Skol ar C'hleuzioù
Bremañ 'zo tost tregont vloaz 'zo e vez Skol ar C'hleuzioù oc'h ober war-dro kleuzioù Bro-Dreger. Disadorn e oa bet abadenn gentañ ar bloavezh-skol hag e Trogeri e oa en em gavet an dud neuze, e-kichenn Landreger, evit kempenn ur mell kleuz hir. Bet 'oamp bet war ar plas, asambles gant « medisin ar c'hleuzioù », Saig Jestin.
Ur reportaj gant Benjamin Bouard.