en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha mediator 214 : ar rock hag ar sportoù 2 : Ar vell-droad !

Larsen ha mediator 214 : ar rock hag ar sportoù 2 : Ar vell-droad !

Betek ar bloavezhioù 80 e oa rannet krenn ar sevenadur rock hag ar sport, evit bezañ en e vleud e oa trawalc’h selaou sonerezh en ur vutuniñ butun Gordini pe en ur lonkañ asidoù. Ar sport, evel ar skol hag an arme, a oa gantañ ur skeudenn leun a reolennoù hag a hierarkiezh, un obererezh a suje ar yaouankiz d’an oadourien. Ar rock gant e lugan «Sex and drugs and rock ‘n roll» a oa neuze un doare arveller da dalañ ouzh ur gevredigezh korfkennet.

Koulskoude ur pont sevenadureel zo bet savet etre an daou zomani, da gentañ a-drugarez d’al lec’h : seniñ en ur stad pe treuzfurmiñ al leurenn en ur ring boks a ziskouez e tenn ar rock d’ur sport : ne zeuer ket da vezañ tabouliner metal hep kigennoù, ha bezañ dinozored eus ar rock evel The Stones pe Iggy Pop goude bleadoù diroll a c’houlenn da embregañ e gorf. Goude holl, sportourien ha sonerien zo ganet er memes metoù, o devez ar memes c’hoantoù : bezañ anavezet, ober berzh, bezañ karet ! Ha ma zo ur sport hag en deus tostaet an daou zanvez eo ar vell-droad, dreist-holl e Bro-Saoz e lec’h ma ne oa ket dislavarus karout ar rock hag ar sport er bloavezhioù 70.


Playlist :


- The Percy Phillips Studio Collection : The Other Mersey Sound, Pt. 1 · Liverpool Supporters Club (tennad-son)

- Jefferson Airplane : Somebody to Love (foñs-son)

- The Oppressed : Urban Soldiers

- Three Lions : Baddiel, Skinner and Lightning Seeds (foñs-son)

- Queen : We Are the Champions

- The White Stripes : Seven Nation Army

- Europe : The Final Countdown (foñs-son)

- Van Halen : Jump

- Blur : Come Together

- Liam Gallagher : Blue Moon


Levrlennadur :


- «Rhythm & blues country rock & roll, la musique qui vit grandir Elvis» - Jean-christophe Bertin - Embannadurioù Didier Carpentier

- «Sport et musique - Pour l’amour du jeu» - Laurent Jaoui – GM Editions

- «Quand le sport devient pop» - Patrick Mignon - In: Agora débats/jeunesses, 16, 1999. La passion du sport.

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio