Keleier ar vro d'ar Gwener 25 a viz Gwenholon 2026
Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Donedigezh ar Pab e Pariz.
Arriv a ray Leon 14 tuchant da 10 eur e kerbenn Frañs evit un droiad er vro hag a baday 4 devezh. Bizit pouezusañ ar pab eo a c’houde kani Benead 16 a oa daet e 2008, gozig 20 vlez zo neuze.
Corentin Sanson renour ha kelennour kloerdi bras Sant-Erwan Roazhon a yay da Bariz hiriv da welet ar Pab asambl get e gloareged. Aterset e oa bet dec’h get Anton Burel.
Ouzhpenn d’ar program ‘zo bet dibunet geton e yay ivez penn bras an Iliz d’an Elysée tuchant da 11e e lec’h mand do emgav get Prezidant ar Republik ha d’enderv e vo e sez an Unesco. Ar-lerc’h Pariz e kendalc’hay ar pab e veaj da Lourdes disadorn d’enderv noz ha disul ha gwelet e vo e Metz dilun.
Grafourien ‘zo a zo erru skuizh get ar skritelloù savet get an IA.
Gwelet’reer muioc’h mui doc’hte staget ‘ban tavarnioù, ‘ba lec’hioù publik… ha dreist-holl àr ar rouedadoù sokial. Donet a ra ar meziantoù IA da gonkuransiñ ijin bugel den, get skritelloù ‘vehe hañval pe a wezhioù get fazioù.
Matthieu Gwern, Krank Du e lesanv arzour, a zo grafour ha luc’hskeudennour a vicher e Plougastel-Daoulaz. Merket n’eus efed konkurañs an IA àr bugel den. Emañ get Erwan Blanchard.
Disadorn e vo ur vanifestadeg e Naoned evit adunvaniñ ar vro ha goulenn ur galloud politikel e Breizh.
Get Kenurzhierezh Demokratel Breizh emañ aozet ar vanifestadeg-mañ, él ar blezadoù tremenet. Ouzhpenn d’an adunvaniezh e faota d’an aozerien e vehe ur gwir galloud politikel er rannvro adunvanet get ur bolitikerezh sokial da vat. Strolladoù ha kevredigezhioù arall o deus galvet d’ar vanifestadeg él ar rouedad Diwan.
Eric Bainvel a zo ezel a Kenurzhierezh Demokratel Breizh. Kontiñ a ra deomp petra eo azgoulennoù pennañ ar vanifestadeg-mañ.
Evit ar re a faota dezhe monet d’ar vanifestadeg, emgav disadorn da 3e d’enderv àr blasenn Breizh, e Naoned.
Da glevet ivez er c'heleier:
-Open IA 'zo daet-tre dre heg ‘barzh dielloù ar Stad Aostralian.
-An 29 a viz Gwenholon e vo un devezh luskad sokial e Frañs.
-Ur bazenn gentañ a zo bet graet dimeurzh evit degemer al « lezenn glok » pe « loi intégrale » a-enep d’ar feulsterioù seksist ha seksel.
-Prefeti Aodoù-an-Arvor n’eus roet e aotre evit ur raktres bras da lakaat panelloù-heol 'barzh parkeier e Rostren.