en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

keleier ar vro d'ar Yaou 24 a viz Gwengolo 2026

keleier ar vro d'ar Yaou 24 a viz Gwengolo 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

An UDB, MBP ha War sav o deus savet un emglev e Aodoù-an-Arvor hag e Penn ar Bed evit an dilennadegoù Sened

E Penn-ar-bed eo Fulup Plouzane ‘zo o kas al listenn zo hec’h anv « Dibab e Breizh ». Ar wech mañ o deus divizet an daou strollad emrenour hag ar strollad dizalc’hour eus an tu kleiz mont asambles. N’aio ket tud an UDB da harpañ strolladoù gall evel ar PS. O fal zo klask mont da difenn Breizh ‘bar Sened.

War-dro 5 milion a dud a rafe yoga e Frañs

Muioc'h a dud a zo bet dreist-holl goude mare ar C'hovid ha n'eo ket digresket an traoù abaoe. Met cheñchet eo an traoù memestra gant an Internet hag an arloadoù. Selaouomp ur c'helenner war ar yoga, Sebastien Guinier.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kendec'hel a ra ar brezel etre Pakistan hag Afghanistan

- Fellout a ra d'ar Post gall serriñ 441 ti-post

- Lakaet eo bet maer Konk-Kerne dindan ensell ar sizhun dremenet evit gwall ha tagadenn seksel

- Nec'het eo dilennidi bro Landivizio gant live dour izel lenn an Drenneg

- Fellout a ra da zepartamant Penn-ar-Bed kreskiñ priz an dour e-pad an hañv

- Difennet e vo gweladenniñ peulvanoù Sant-Just betek fin ar bloaz

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio