en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Etre 1000 hag 800 den 'ba Roc'h-Tredudon evit ma chomo Menez Are 'maez an nitrat

Etre 1000 hag 800 den 'ba Roc'h-Tredudon evit ma chomo Menez Are 'maez an nitrat

Un takad bresk eo Menez Are hag un takad ‘oa gwarezet ouzh ar skuilhañ re a hañvouez war an douaroù betek-hen. Cheñchet eo ar jeu abaoe an hañv mañ gaozen da brefed diazad dour Breizh-Liger ‘neus embannet un « arrêté » evit skarzhañ nav gumun ‘zo ‘ba Menez Are eus ar steuñv ouzh an nitrat. Se zo kaoz ‘oa bodet muioc’h ‘vit 800 den dec’h ‘ba kroaz-hent tro Roc’h Tredudon ‘vit embann ur soñj a ya kontrol diviz ar Stad C’hall. Respontet ‘neunt d’ur galv kaset gant maered Menez-Are. Gwareziñ an dour ouzh kuit ma ‘vefe re nitrat ‘ban dour, evit ma chomfe mat da evañ hag evit derc’hel stêriou ‘ba ur stad dereat… An holl vanifestourien ‘oant ket evit kompren an diviz teknokratik… Da glevet, Loeiza Beauvir zo eil maerez ‘ba Boneur, Fulup Plouzane zo maer Kommanna, Soline zo ur vanifestourez, Ewan ar Ber eus kevredigezh pesketourien an Elorn ha Julien Talec zo mouezh aotre ar sindikad Confédération Paysanne.Ur reportaj gant Erwan Blanchard…

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio